Gant Strollad Ar Vro Bagan, arouez ar c'hoariva e brezhoneg, e oa bet diskouezet ur pezh-c'hoari nevez en Oriant : Friko zo !

E sal ar pevar avel eo bet diskouezet pezh-c'hoari nevez Ar Vro Bagan, e-pad "An deizioù", festival sevenadur ar vro e-kreiz ar goañv.

Ur skipailh 13 den o tañsal; kanañ, c'hoari pezh.

Ouzhpenn ur skrivagner a zo : pezhioù ar Grennamzer, Moliere, Jarl Priel, Courteline, Labiche, Tchekhov, Naig Rosmor, an tad Menar, Jean-Michel Ribes ...

Tregont vloaz eured Nicole ha Goulc'han : un digarez da gomz diwar-benn an eurediñ, ar bazh-valan, klask troioù-lavar ha kanaouennoù, kontadennoù (gant Mikael Konk, un dudi !).

Brav an abadenn, zoken ma vez adwelet pezhigoù zo a oa en abadennoù bet c'hoariet dija, ken plijus eo gwelout c'hoarierien en o aez. Un tammig hir eo an abadenn (div eurvezh), ha sur a-walc'h e vefe plijusoc'h berraat un tamm, dreist-holl evit an dud o kregiñ gant ar brezhoneg.

Jakez ar Born a ziskouez e ampartiz : kad da c'hoari an denjentil, ur furlukin o jestraouiñ gant ur boked, ha goude ur paour kaezh gleub o c'hortoz an dousig kejet outi dre Internet hag a zo ... ur paotr. N'eo ket youank-flamm ar strollad (skipailh tud a oa aze tregont vloaz zo : Jakez, Marivonig Berthou, ...) a zegemer ur c'hoarier yaouank, ha barrek dija.

Gant ma vo c'hoariet "Friko 'zo " e meur a lec'h e Breizh, evit reiñ c'hoant da veur a zen da bignat war al leurenn evit c'hoari d'e dro.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....