Brudet an den, barrek a-fed brezhoneg, geriadurioù, ha degemerus ivez, ar pezh ne vez kavet stank e bed ar vrezhonegerien...

Brudet an den, ha barrek a-fed brezhoneg eo F. Favereau, geriadurioù e leiz savet gantañ, ha degemerus ivez evit repuidi nevez deuet er vro eo ar c'helenner war e leve, ar pezh ne vez kavet stank e bed ar vrezhonegerien.

Plijus eo da selaou Francis, ha savet-brav an abadenn. Pa oa Fransez e Frañs 3, o labourat hardiz e skol-veur pe c'hoazh o tegemer repuidi e matchoù mell droad e Gwengamp e tiskouez pegen pinvidik e c'hell bezañ buhez ur c'helenner skol veur...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....