

Erell, boudig gant blev melen Bleu Breizh Izel, a ginnig abadennoù ingal d'ar sadorn goude merenn. Disadorn e oa war eeun e Karaez, e salons al levrioù.
Pedet e oa bet gant Erell Beloni hag he skipailh teknisianed ur bern tud : liseidi strollad Cholory Band, Fañch Broudig hag e levr niverel Jules Gros,Herve Lossech, Yann-Fanch Jacq ... hag ur bern tud all c'hoazh.
N'eo ket bet aes e penn kentañ evit an teknisian, ken fall e oa son an abadenn, met deuet e oa a-benn memestra, gant e benn fichet doare Mickey. A-hed an abardaez e oa kinniget a bep seurt traoù, ur radio bev-buhezek a skign re nebeut e yezh ar vro memestra !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !