Sinet eo bet an emglev Ya d'ar brezhoneg gant an Ao. Jean-Paul Cluzel, prezidant-pennrener Radio France hag an Ao. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel d'al Lun 6 a viz Here. Kas 23 ober evit diorren ar brezhoneg da benn eo ar pal

Sinet eo bet an emglev Ya d'ar brezhoneg gant an Ao. Jean-Paul Cluzel, prezidant-pennrener Radio France hag an Ao. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel d'al Lun 6 a viz Here 2008. Kas 23 ober evit diorren ar brezhoneg da benn eo ar pal. Displeget mat eo bet gant Emmanuel Yvon en e brezegenn zivyezhek.

Al lid a zo bet dalc'het dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Pierre Maille, prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an Ao. Andrev ar Gag, dileuriad Penn-ar-Bed evit ar yezh an Ao. Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C'huzul-rannvro, an Ao. Jean-Jacques Urvoas, kannad Penn-ar-Bed, an Ao. Bernard Poignant, maer Kemper, hag an It. Naig Gars, kuzulierez-rannvro. Bernard Liot, rener France Bleu Loire Océan ha Serge Landureau, rener France Bleu Armorique a oa war al lec'h ivez.

N'eus ket bet gortozet gant an Ao. Emmanuel Yvon hag e skipailh e vefe bet sinet an emglev evit lakaat an traoù e pleustr dre m'eo bet kinniget teul steuñvenn programmoù ar bloaz-mañ en div yezh c'hoazh. Ouzhpenn-se ez eo bet skoazellet koulzad brudañ ar c'helenn d'an dud deuet gant ar skingomz o skignañ bommoù bruderezh da eurioù reoliek. Ar wezh kentañ eo e veze graet seurt tra e Breizh.

Tri ael labour a zo war ar stern hiviziken. Implijet e vo ar brezhoneg e binvioù labour France Bleu Breizh-Izel : paper-lizher, responterez, kartennoù-bizit ha kement 'zo ha savet e vo un enklask e-touez implijidi ar skingomz a-benn gouzout piv a oar brezhoneg. Kinniget e vo heuliañ ur stummadur da zeskiñ pe da beurzeskiñ brezhoneg d'ar re a fell dezho.

Klasket e vo ivez diskouez ar brezhoneg d'an holl ar muiañ ar gwellañ. E brezhoneg e vo lakaet al lec'hienn Genrouedad koulz hag an teulioù brudañ (teulioù kazetennerien, teulioù kinnig…). Evit kirri ar framm e vo graet ar memes tra. Pennad-stur ha pennadoù zo en embannadurioù a vo e brezhoneg. Kemmet e vo ar panellerezh diavaez ha diabarzh tamm-ha-tamm. En div yezh e vo kinniget ar pedadennoù d'an darvoudoù aozet gant ar savlec'h. Degemeret e brezhoneg e c'hallo bezañ nep piv bennak a yelo e darempred gant ar radio.

Divizet en deus France Bleu Breizh-Izel implijout ar brezhoneg en e abadennoù hag en e gelaouadennoù. Kelaouiñ reoliek diwar-benn an oberoù kaset da benn evit ar brezhoneg hag an divyezhegezh a glasko ober ivez. Brudañ ar garta Ya d'ar brezhoneg ha kemer perzh er c'houlzad brudañ evit ar c'hentelioù brezhonek d'an oadourien a zo bet lakaet da bal peurgetket.

Dre ar sinadur-mañ e tiskouez France Bleu Breizh-Izel e c'hoant da vezañ ur gwir servij publik lec'hel o vont war-du an divyezhegezh.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus