Foeterien an distro ! Skignet 'vo fenoz seizhvet koulzad ar c'hoari skinwel brudetañ er bed a-bezh !

C'hwec'h c'hoarier yaouank o vont war henchoù ur vro disheñvel 'vit pep koulzad. C'hoarioù, amprouennoù a bep seurt zo ret dezhe dont a-benn dioute evit gellet delc'her da vont war-raok. Met dav 'vez dezhe ivez kavet boued ha lojeiz o-unan. Un abadenn evit ar familh eo Foeterien, filmet e brezhoneg penn-da-benn.

Gant seizhvet koulzad c'hoari skinwel-mañ e vo pedet ar sellerien da heuliañ troioù kaer tri skipailh c'hoarierien war heñtoù Jamaika, un enezenn brav spontus...

Grit anaoudegezh diouzhtu gant ar Foeterien :

  • Skipailh ar baotred, sportourien daonet eo Matilin ha Loeiz :

  • Skipailh ar merc'hed, Lucie ha Noémie, div blac'h sichant desket brezhoneg gante nevez zo :

  • Skipailh kemmesket, Soaz hag Iwan, mignoned kaer int o daou :

Skignet 'vo ar rann gentañ fenoz da 8e45 war Brezhoweb, e brezhoneg hep istitl ebet. Posubl 'vo sellout ouzh ar replay war-lerc'h, gant istitloù gallek pe brezhonek (evit ar prantadoù e saozneg nemetken) pe hep istitl ebet, ha digoust 'vo evel just. Foeterien 7

Skignet 'vo an abadenn war chadennoù lec'hel an TNT ivez (Tebeo, Tebesud, TV Roazhon), istitlet e galleg.