FNAC Roazhon. Pell zo n'oan ket bet. Ha me mont dec'h. Dilojet e oa ar stal, n'em boa ket kavet an ti rak-tal, e mil-hent-dall ar stalioù. Klevet em eus
FNAC Roazhon. Pell zo n'oan ket bet. Ha me mont dec'h. Dilojet e oa ar stal, n'em boa ket kavet an ti rak-tal, e mil-hent-dall ar stalioù. Klevet em eus e oa panelloù brezhonek. Pa oan erruet e oan bet ur pennad a-raok gwelout an hini kentañ: “levrioù”. Marteze ez eus re all, met daoulagad fall am eus. Klask a ran korn al levrioù brezhonek. Gwelout a ran ur skritell “Bretagne”, n'eo ket Breizh: arabat kas an divyezhegezh re bell memes tra. Ne gavan mann. Goulenn a ran pelec'h 'mañ al levrioù brezhonek. « Anaout a rit « les bretonnismes » ? eme ar plac'h ? –Levrioù brezhonek a glaskan, a respontan. Gant un titl e brezhoneg, ha pajennoù e brezhoneg. – N'eus ket . Kenavo » Kenavo d'ar FNAC. Hep distro.
Commentaires (5)
Setu perak n'eo ket anat lakaat levrioù en hor yezh da vont e-barzh, hag ur gwir dipit eo eta ! Met o c'houlenn hag o lakaat gwask n'eus abeg ebet ne vefe ket posubl dont a-benn e fin ar gont.
A galon,