328 vues
Setu ar pezh a vo d'ober e Roazhon a-benn nebeut e-pad festival Yaouank
Dom Duff o redek hag o reiñ ar vazh-test da rederien yaouank : arouez ar redadeg ? Met n'eo ket echu, filmet e vo gant Mikael Baudu skeudennoù e-pad gouel Yaouank e Roazhon d'an 13 a viz Du e-pad ar fest-noz, tro-dro 10 eur.
Gwiskit ticheurtoù ar Redadeg, grit peder fazenn en a-raok, peder en a-dreñv, peder war ar c'hostez, ha da c'houde, huchit "Che ye ye ye" en ur dreiñ war ho kiz. N'eo ket re ziaes ?
Ma vo 1000 a dud oc'h ober se asambles e vo brav ! Ha tud yaouank a vo war al leurenn evit sikour ac'hanoc'h. Graet o doa un taol esae diriaou noz e-pad fest noz Landelo... Da wellaat, anat deoc'h, neuze, un, daou, tri, pleustrit !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !