
E-kerz ar miz tremenet eo aet er-maez handelv mod beta Firefox, ar merdeer internet savet gant Diazezadenn Mozilla. Gant an handelv beta-mañ e weler mat penaos e vo ar meziant peurlipet.
E-kerz ar miz tremenet eo aet er-maez handelv mod beta Firefox, ar merdeer internet savet gant Diazezadenn Mozilla. http://www.mozilla.com/en-US/firefox/all-beta.html#languages
Gant an handelv beta-mañ e weler mat penaos e vo ar meziant peurlipet. Prest eo da vezañ graet ganti bemdez hag an holl geweriusterioù nevez (ketal nevez evit an arveriaded, goubredañ ar sinedoù...) zo enni.
Evit ar wech kentañ emañ an handelv vrezhoneg da vezañ pellgarget war lec'hienn Mozilla, embanner ar meziant. Ar paz kentañ eo a-raok ma vo enkorfet ar brezhoneg e-kreiz handelv diwezhel Firefox 4.
Moarvat ez ay er-maez an handelv diwezhel-mañ a-benn penn derou ar bloaz 2011 (n'eo ket bet meneget un deiziad spis evit poent).
Gant labour Philippe Basciano-Ar Gall, Denis Arnaud, Alan Monfort ha dreist-holl Michel Nedeleg eo aet ar c'hoarvezadenn-mañ da wir.
Reiñ skoazell deomp a-benn prientiñ embann handelv diwezhel Firefox 4 e brezhoneg ez eus tro deoc'h dre arverañ ar meziant ha dre sevel evezhiadennoù deomp.
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !