1100 vues

Tri aktour dreist, skeudennoù dibar, suspense : un avel nevez evit ar film faltazi e Breizh ?

Tri aktour dreist, skeudennoù dibar, suspense : un avel nevez evit ar c'hleweled e Breizh ?

Setu neuze Roger Stefan, brezhoneger Kerikel ba Tremen, Nolwenn Korbell, plac'h Douarnenez, star etrevroadel, ha Kaou Langoet, boaz da c'hoari tud un tamm kollet er vuhez ("Illuminations" oa bet menneget meur a wech e media etrevroadel ar sinema 'bloaz paseet) o c'hoari asambles.

Serienn da gentañ (bez hon oa bet "C'hwi a gano" bloaz paseet, gant tud a youl-vat tro dro Perynn), skignet war meur a dv lec'hel (Tébéo, TBsud, TV Rennes, Frañs 3), setu ur skouerenn eus un dra a c'hell bout graet e Breizh. Gant ma vo skignet un tammig pep lec'h er sinema... gant an aktourien, ken pliijus eo an tri !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....