Div glogorenn

2159 vues

Sevenet gant liseidi-adezed breizhat aet da Vro Euskadi

En linenn eo bet lakaet ar film « Div Glogorenn » sevenet gant liseidi-adezed breizhat eus Diwan deuet da gejañ ouzh liseidi-adezed euskarat a studi en ul lise dre soubidigezh ivez.

Peseurt plas evit an euskareg en o buhez hiniennel ? Yezh ar skol eo hepken ? Implijet e vez er familh ? Gant piv e vez komzet euskareg ? El lise ? E-maez dorioù ar skol ? Peseurt diaesterioù a sav? Tamm-ha-tamm ez eo lakaet war-wel c’hoant pep hini da gomz pe get ur yezh vinorelaet en ur vro c’hallek.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....