1296 vues

Met penaos 'vez graet ganto ? E kreiz Breizh, e kreiz kêr Rostrenn e vez kavet ar sonerien eus ar gwellañ tout, ar c'hanerezed eus an dibab... Sellit ouzh an teaser

Met penaos 'vez graet ganto ? E kreiz Breizh, e kreiz kêr Rostrenn e vez kavet ar sonerien eus ar gwellañ tout, ar c'hanerezed eus an dibab...

Sellit ouzh an teaser : peadra da c'haloupat betek bro Fisel evit tri devezh. Du-mañ e vo bodet fin miz Eost sonerion eus ar vro met tud all ivez, evel pep bloaz. Ur skipailh aozerien liammet gant aozerien an Erer Kozh ha La Grande Boutique e Langonnet. Gwad hag avel nevez b'ar vro... !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....