




Abaoe bloavezhioù e oa bet kinniget gant Kalon Plouha stajoù brezhoneg gant Roudour hag ur stal c'hoariva gant Bob Simon. Muioc'h da zibab a vo kinniget d'ar bloaz-mañ. Kentelioù berr a vo kinniget evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar re na ouzont ket c'hoazh hor yezh, kentelioù Kan ha Diskan, un diskouezadeg prestet gant an Ofis, ur saloñs al levrioù, baleadennoù e brezhoneg, ...
Adalek al Lun 9 betek ar Gwener 13 a viz Eost 2010
Abaoe bloavezhioù e oa bet kinniget gant Kalon Plouha stajoù brezhoneg gant Roudour hag ur stal c'hoariva gant Bob Simon. Muioc'h da zibab a vo kinniget d'ar bloaz-mañ. Kentelioù berr a vo kinniget evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar re na ouzont ket c'hoazh hor yezh, kentelioù Kan ha Diskan, un diskouezadeg prestet gant an Ofis, ur saloñs al levrioù, baleadennoù e brezhoneg, ...
Ur staj brezhoneg 3 live gant Roudour Gant tud a vicher e vo kinniget deoc'h ur staj 5 devezh hag a c'hell bezañ diwar goust stummadur dibaouez ho embregerezh Titouroù hag enskrivadur : http://www.roudour.com/ Pgz : 02 98 99 75 81
Ur stal c’hoariva gant Bob Simon Anavazet eo Bob Simon e Breizh a-bezh , unan eus gwellañ aktourien ar vro. Evit ar re a fell dezho gwellaat o doare-distagañ en un aergelc'h plijus. Enskrivadur gant Kalon Plouha. 120 € pe 90 € (studierien, tud dilabour, …)
Kentelioù Kan a-Diskan War 5 devezh, 1e30 bemdez gant Gilbert Philippe ha Gilbert Donval , daou ganer mil-anavezet e bro Gwengamp. Enskrivadur gant Kalon Plouha : 40 €
Ur sonadeg klavisim E chapel Kervaria, d'ar merc'her 11 a viz Eost, ur sonadeg sonerezh barok gant Claude Nadeau (buhezourez divyezhek gant Radio Breizh Izel).
Ur veilhadeg d'ar gwener 13 d'abardaez Digor d'an holl, war lerc'h ar pezh bihan c'horiet gant stajidi Bob e vo kaset en-dro an dansoù gant stajidi Gilbert ha Gilbert.
Tu vo da zebriñ a-gevret war al lec’h da greisteiz (30 €/4 fred).
http://kalon.plouha.voila.net/Bdegemer.htm pajenn degemer evit sellout ouzh ar staj 2009
Plijadur a vo, me ’lâr deoc’h !
Enskrivadurioù : Kalon Plouha 18 straed Pouldouran 22580 Plouha Prezidantez : Jeanine Spell Pellgomz : 02 96 22 49 79 kalon.plouha@wanadoo.fr Pgz : 02 96 22 49 79 Titouroù war :
Lojañ Titouroù gant Ofis ar Tourism Lanvollon-Plouha : : clik war hébergement
.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !