- Communiqué de presse -
Fest-noz pilhoù : nag a dud yaouank
Tud treuzwisket gant pilhoù, pousined, tud dall, sonerien gant togoù iskis : bourrus ar fest-noz !
Par Fanny Chauffin pour FC le 13/03/16 18:23
:

Tud treuzwisket gant pilhoù, pousined, tud dall, sonerien gant togoù iskis : bourrus ar fest-noz !

E Banaleg, evit an 40vet fest-noz pilhoù e oa bet pedet strolladoù brudet ha yaouank evel "Spoum" ha "Beat bouet trio". "Tchikidi" ha sonerien Jaouen-Riou a oa ivez war ar skritell.

Brav da welet, tud souezhet hag o tiskanañ "Naoned" evit ar sonenn war an unvanedigezh. Ha, ma vefe gant ar remziad "Y" gant ar c'hoant chom hep mont da labourat, pe sonennoù war ar stad hag ar vuhez a-vremañ, tud yaouank war al leurenn o doa adstaget gant kan stourmerien... war tonioù rap, reggae, pile, ride pe vals.

Voir aussi sur le même sujet : fest-noz, kan, krouidigezh