
Dec'h ba Sant Turian ne oa ket ur soner er sal, met kanerien ne lâran ket
Dec'h ba Sant Turian ne oa ket ur soner er sal, met kanerien ne lâran ket.
Kanerien deuet a youl-vat eus ar vro, kanerien Bubri, koubladoù merc'hed ha paotred. Gavotenn eveljust, dans kef, rond Landeda, kost ar c'hoad, plinn, polka, met ivez kas a barzh, laridenn, klamm...
Oa ket kalz tud yaouank siwazh, met danserien ampart evit un nozvezh simpl ha plijus, gant ger ebet e galleg war al leurenn, hag kalzig a eskemmoù e brezhoneg er sal.
Gourc'hemennoù da NPK, Kevredigezh Skaer, evit an aozadur.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !