Bihanoc'h eget e Karaez, aozet e penn kentañ e Kemper, setu salons Pluguen o tostaat. Tabutoù, dizoleiñ lennegezh bro Finland, kejañ gant tud ar vro-se, debriñ a-raok ar fest-noz ur pred aozet mod ar vro-se ... degemer mat ba Pluguen !

Saloñs Liesyezhek al Levrioù evit ar Yaouankiz e Pluguen, hag a vo dalc'het ar bloaz-mañ d'ar 7 a viz Du, a bed ar bloaz-mañ ar Finland.
Ar pred hengounel kinniget d'ar sadorn noz, d'ar 6 a viz Du, ha kenaozet gant « Un Daou Tri », « Evel Just » hag « Amzer Vrav », a vo gouestlet da boued ar Finland hag ur fest-noz a vo aozet da heul.

Ar gounidoù a vo roet d'ar skol Diwan nevez staliet e Plogastell Sant Jermen.

Roll meuzioù : Digor kalon ha digor pred
Kreienenn Bro Finland etre douar ha mor
Tartezenn frouezhioù ruz

« Pred + Fest-noz » 15€, hag 8€ evit ar vugale dindan 12 vloaz. « Fest-noz » 6€.
Evit dont a benn, e lakomp e plas adalek bremañ ar rakprenañ.
Titouroù – Rakprenañ :
Ti ar Vro Kemper, 3 leurenn Familh Gabaï - 29000 Kemper – Pellgomz : 02-98-90-70-43