Gant Gi Penseg hag e skipailh, kan ha diskan disehan !
Dek koublad, tud brudet evel al Loeroù ruz, koubladoù nevez evel Silvi hag Awena (mamm ha merc'h), koubladoù mignoned a bleustr hardi evit mont war raok, oc'h ober stajoù gant Erik Menneteau (fisel), Annie Ebrel (plinn), Jean-Claude Talec(gavotenn), ar ganfarted a blant brezhoneg e pep lec'h, gant plijadur ha c'hoarzhadegoù !
Deuit da c'hoarzhin ganto ha da zansal d'ar sadorn 3 a viz Meurzh ba sant Turian !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !