Ur yezh vuhez eo ar brezhoneg. Gant-se e tle gounit endro holl dachennoù ar vuhez sokial. Ha cheñch penn d'ar vazh daoust da enebiezh ar Stad C'hall ouzh al liested sevenadurel. Ar servijoù publik, an tier-post en o zouesk, eo al lec'hioù kentañ ma ranker gwelet, ha kaeroc'h c'hoazh, implijet

Ur yezh vuhez eo ar brezhoneg. Gant-se e tle gounit endro holl dachennoù ar vuhez sokial. Ha cheñch penn d'ar vazh daoust da enebiezh ar Stad C'hall ouzh al liested sevenadurel.

Ar servijoù publik, an tier-post en o zouesk, eo al lec'hioù kentañ ma ranker gwelet, ha kaeroc'h c'hoazh, implijet ar brezhoneg. Se zo kaoz en deus ar strollad Ai'ta! Bro-Dreger goulennet digant tud ti-post Lannuon, ha goude digant ar renerezh departamant, ma vo roet he flas d'hon yezh. Chomet mut ar renerezh-se goude ma oa tomm an dud e ti-post Lannuon... kregiñ a refomp neuze da hejañ anezhe a-benn kas war-raok ar brezhoneg. Deus doujañs ar yezh, he c'homzerien hag an dud tomm diouti zo kaoz aze.

Pediñ a reomp ac'hanoc'h-holl d'ur fest-deiz Zovach hag a vo dalc'het d'ar Sadorn 12 a viz Ebrel adalek 10 eur beure e diabarzh ti-post Lannuon. Emichañs e vefet stank ganimp evit dañsal, kanañ ha seniñ !

Ai\'ta ! Bro Dreger

Le collectif Ai\'ta ! (allez !) créé en 2005 s\'est donné pour objectif de rendre plus visible la langue bretonne au quotidien. <br>Ai\'ta! ne dépend d\'aucun parti politique, est non-violent et met en place des actions spectaculaires dans un esprit positif et dynamique. En savoir plus