Moarvat oa souezhet pratikoù ti-post Lannuon disadorn tremenet ! Aozet oa bet gant Ai'ta! Bro-Dreger ur fest-deiz “Zovach” en diabarzh da gentañ, ha goude dirak, etre 10e30 ha kreistez. Sed aze m'o doa bet tro an dud da glevet kan-ha-diskan hag ur c'houblad sonerien biniou-bombard, hag ivez da welet

Kemennadenn

Moarvat oa souezhet pratikoù ti-post Lannuon disadorn tremenet ! Aozet oa bet gant Ai'ta! Bro-Dreger ur fest-deiz “Zovach” en diabarzh da gentañ, ha goude dirak, etre 10 e 30 ha kreistez. Sed aze m'o doa bet tro an dud da glevet kan ha diskan hag ur c'houblad sonerien biniou-bombard, hag ivez da welet un dregont den bennaket, izili Ai'ta! gwisket en orañjez, ha tud all kar-o-yezh, o tañsal.

Kement-mañ a-benn goulenn ma vo roet e blas d'ar brezhoneg en tier-post. Lañset mat a-walc'h an traoù pa dlefe ar skritellerezh diavaez diskwel brezhoneg, ha savet a-du ar rener ma vo implijet ar brezhoneg gant an implijidi kat d'en ober (ha diskwelet e oaront brezhoneg gant ur spilhennig pe ur banellig)...

Brezhoneg pelec'h ? En ti-post !