Kari 'mod Saoz / Le riz au curry à l'anglaise
Réalisation : Brezhoweb – 388 vues
Meur a zoare 'zo da fardañ ar c'hari ha kinnigiñ a reomp deoc'h unan a Vro-Saoz !
![]()
Gouzout a rit petra eo meuz karetañ ar Saozon hiziv an deiz ? Ar c’hari !
Ha ya, tremenet eo dirak ar fish an chips zoken un nebeud bloavezhioù 'zo.
Régine 'zo deus Bro-Saoz hag emañ o chom e Kemperle bremañ. Skipailh Brezhoweb 'zo bet o filmañ anezhi evit an abadenn Made e Breizh war ar gegin.
Displeget he deus Régine he sekred kegin gant he meskaj poultr kari, he doare da boazhañ ar riz hag an holl bazennoù evit fardañ mat ar meuz lipous-se. Hag e c'hellomp lavaret... Lipous-tre e oa !
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ !
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !