Gant ar c'hazetenner bet e Frañs 3 ha rener Produet e Breizh e oa un tabut ivez.
Gant ar c'hazetenner bet e Frañs 3 ha rener Produet e Breizh e oa un tabut ivez.
Ne blije ket da Fanch Broudig e vefe graet bruderezh e metro Paris gant ur skritell e brezhoneg penn da benn. Evit Malo Bouessel du Bourg avat, e oa un doare nevez da ziskouez startijenn hag intrudu Breizh. Bep hini e soñj...
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (2)
Den ebet ne vez lakaet diaes gant ar bruderezh savet e saozneg gant McDonald's, Apple ha me oar pe gant spagnoleg Seat, japaneg Toyota, din da c'houzout. Ar brezhoneg a laka an dud da soñjal ez eus ur yezh e Breizh : gwellañ tra "produet e Breizh" e gwirionez. Pegen laouen e vezan o welout brezhoneg en arsavioù a'r Metro !
Evit ma vefe bev ur yezh e tle bout ezporzhiet ha lakaet da dalvezout evit abegoù kenwerzhel. Ned eo ket gant ar folkloraj pe ar gomunouriezh c'hall mod-kozh e vo savetaet. Bevet an dud o deus lakaet ar brezhoneg war o bruderezh ! Ra vezint niverusoc'h-niverusañ !