Deuit ganeomp evit digor ur skol Diwan 'ba bro Gastellin.
M'oc'h dedennet gant ar brezhoneg ha gant e dreuzkas pe m'ho peus bugale, deuit ganeomp. Ezhomm hon eus eus ho sikour evit ma vefe tu da sevel ar raktres skol-se. Aozet vo emvod meur ar gevredigezh "skol Diwan bro Gastellin" 'ba Kast, d'ar 24 a viz meurzh da 11e. M'ho peus c'hoant da gemer perzh en emvod-mañ, pe da gaout titouroù e c'hellit pellgomz d'an niverenn-mañ : 06 09 17 71 91
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !