Gant an enkadenn he deus kroget e 2008 eo bet gwallgaset kalz gennadoù armerzhel e Breizh, ar sevel-tiez, al labourioù foran, produiñ kirri, al labour-douar, ar peskerezh…gant an holl embregerezhioù

Gant an enkadenn he deus kroget e 2008 eo bet gwallgaset kalz gennadoù armerzhel e Breizh, ar sevel-tiez, al labourioù foran, produiñ kirri, al labour-douar, ar peskerezh…gant an holl embregerezhioù a zo aet da get, ha kresk an dilabour. Siwazh he deus an enkadenn diskouezet deomp ivez tuioù gwan frammadurel hon ekonomiezh : ne vez ket rakwelet ar cheñchamantoù, ar vro n\'eo ket gwall zigor ouzh ar bed, gwan e vez frammadurioù arc\'hantel an embregerezhioù, kalz re a embregerezhioù izel o zalvoudegezh ouzhpennet a zo, berr eo ar gallusted nevezadur...

Ar Rannvro, a \"genurzh obererezhioù diorren armerzhel ar strollegezhioù lec\'hel hag o c\'henstrolladurioù\" abaoe lezenn miz Eost 2004, n\'eo ket bet gouest d\'hen ober e Breizh. Kemeromp un nebeut skouerioù aes :

An nevezadur a ra 1,64% eus ar Produadur Diabarzh Kriz (PDK), pell eus pal 3% termenet gant Unaniezh Europa e Lisbon, setu emañ Breizh er 66vet renk nemetken e rannvroioù Europa ; Ezporzhiadurioù embregerezhioù Breizh ne ra nemet un tamm muioc\'h evit 2% eus an holl ezporzhiadurioù e Bro-C\'hall, setu emaomp er 15vet renk e rannvroioù Bro-C\'hall, hep gwir araokaenn abaoe bloavezhioù ; Gant ar PDK dre annezad emaomp e 139vet renk rannvroioù Europa, da lavarout eo dindan keitadenn Europa, hag o tiskenn emaomp abaoe 2002 ;

Neuze, ret eo stadañ eo gwall zipitus an disoc\'hoù, ha dreist-holl digalonus evit an dazont. An tu kreñv er c\'huzul rannvro bet n\'en deus ket muzuliet pegen pouezus eo an dae-se evit dazont Breizh, ha komprenus eo e chomfe ken mut gant disoc\'hoù ken mezhek. Evit a sell an tu eneb (an UMP), feal eo ouzh ar patrom jakobin a zo berr e anal.

Evidomp-ni e nac\'homp an daou donkadur-se, ha kinnig a reomp implijout meur a venveg en un doare youlek :

- En em harpañ ouzh emrenerezh nevez skolioù-meur Breizh evit dibab raktresoù klaskerezh strategel a-benn 5 pe 10 vloaz : an energiezhioù glas, an teknikoù gounezoniel padus, ar pellgehentiñ, ar vevdeknologiezh.. ;

- Kaout ur politikerezh kalz youlekoc\'h evit kreñvaat kevalaoù piaouel an embregerezhioù bihan ha krenn, evit m\'o defe ar ment ret en Europa ;

- Kengreizañ programmoù ar skoazell bublik war an embregerezhioù gant kreizennoù diviz e Breizh, er polioù kevaezañ peurgetket, hag evit an embregerezhioù bihan ha krenn o kreskiñ;

- Adspisaat ur politikerezh etrebroadelur buan armerzh Breizh, a zo bremañ tanavet etre obererien a ra fae an eil war egile, pe a genstriv an eil gant egile: Bretagne International hag ar c\'hambroù koñsulel.

- Adunaniñ Breizh evit implijout klokausted anat barregezhioù ar c\'hêrioù bras hag an diazadoù greantel : Brest, Roazhon, Naoned-Sant-Nazer, An Oriant, Sant-Brieg, evit a sell ar bevdeknologiezhioù, krouiñ ar meziantoù, energiezhioù ar mor….

- Adspisaat tuioù pennañ ar stummañ micherel, dispign pennañ ar Rannvro, evit rakwelet ar cheñchamantoù teknologel ha gant-se gwareziñ gwelloc\'h padusted an implijoù e Breizh. ;

- Kadarnaat levierezh ar Rannvro e-keñver an diorren armerzhel, ha lakaat he galloudoù da ledanaat evit mirout ar galloudoù da vezañ strewet evel bremañ, ar pezh a dalvez gwasterezh hag ober diefedus etre an departamantoù, ar c\'humunioù hag ar c\'humuniezhioù kumunioù ;

Evel ma tiskouez studiadenn nevez an armerzhour Nicolas Bouzou (« Renforcer le rôle économique des régions », \"Kreñvaat perzh armerzhel ar rannvroioù\"), emañ ar Rannvroioù e-kreiz an diorren armerzhel, dreist-holl e-pad un enkadenn, ma vez efedusoc\'h ober tostoc\'h eus ar pemdez hag eus an dud. Diskouez a ra ivez e lak digreizennañ dister Bro-C\'hall, hervez ar BAK Basel Economics, un harp d\'an dra-se, en ur ziouver an ober-mañ eus galloudoù par da re rannvroioù meur Europa. Soñjal a reomp eveltañ ha kendrec\'het omp ez eus gant ar broioù bihan pe ar rannvroioù kreñv o identelezh un emsav a-bouez, evit a sell ar reaktivded hag ar primded peurgetket. Neuze, hervez ur studiadenn etrebroadel all gant Thomson Reuters diwar-benn ar vegenn skiantel, emañ Bro-C\'hall er 15vet renk, pell a-dreñv Bro-Suis, Bro-Danmark, Bro-Skos, Bro-Finland pe Israel.

Diouer a zo e Breizh eus ur youl politikel dizalc\'hiezh diouzh ar patrom nevez-jakobin gall, a ziskouez splann e vevennoù koulskoude. Ar stad, deuet da vezañ divadoù, ne c\'hell touellañ an holl ken, hag a harp an ekonomiezh gant an endleadur nemetken, ar pezh a zegaso kalz dilerc\'hioù. Krediñ a reomp e c\'hell bezañ eus ur politikerezh all. Rankout a reomp kaout ar youl-se evit Breizh, hini un nerzh adkavet.

Yves Pelle eil maer Erge-ar-Mor, danvez-dilennad evit Strollad Breizh el listenn \"Ni ho savo Breizh\"

Programm al listenn http://regionales.partibreton.org/file/pgr-rannvro_NHSB.pdf

Blog Strollad Breizh http://regionales.partibreton.org/index.php?lng=bz Blog al listenn www.nousteferonsbretagne.org