Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Discours -
EVIT UL LID BREIZHEK D’AN 11 A VIZ DU: \"Na laoskomp ket ar re greñv da skrivañ an istor o unan (Kateb Yacine, barzh Kabil)\"
EVIT UL LID BREIZHEK D’AN 11 A VIZ DU: "Na laoskomp ket ar re greñv da skrivañ an istor o unan ! (Kateb Yacine, barzh Kabil)" D'an 11 a viz du e Gwengamp un tregont bennak a dud o deus kemeret perzh en un tolpadeg kenaozet gant Emgann bro
Par Jean-Marie Salomon pour Emgann-MGI le 14/11/05 15:26

EVIT UL LID BREIZHEK D’AN 11 A VIZ DU: "Na laoskomp ket ar re greñv da skrivañ an istor o unan ! (Kateb Yacine, barzh Kabil)"

D'an 11 a viz du e Gwengamp un tregont bennak a dud o deus kemeret perzh en un tolpadeg kenaozet gant Emgann bro dreger ha Breizh Dazont. Ar vanifesterien sioul, evezhiet gant kalzig a boliserien, n'o deus ket ar gwir da lakaat ur boker bleunioù war vonumant ar re varv. Kement mañ abalamour d'an is-prefed Eddie Boutera. Sed aze da heul ar brezegenn bet dalc'het gant Dominig Jolived-Klec'h, danvez kuzulier kanton evit votadeg ar 4 a viz kerzu e Gwengamp.

Goude ar brezegenn ar vanifesterien o deus kanet "Bro gozh ma zadoù" ha chomet int ur frapadig didrouz. Meur a wengampiz o deus bet tro da welet doareoù mezhus ar galloud gall e Breizh a vir ouzh ar vretoned da skrivañ o istor e-giz ma fell dezhe.

"D’an 11 a viz Du e kustumer gwelet bokedoù glas-gwenn-ruz e-harz bezioù-meur ar soudarded, ma vez bodet kannaded stad C’hall gwisket gant kepioù ha kasketennoù. Ar “marseillaise” a gloz al lidadeg-mañ da veuliñ hor soudarded karadek ha Bro-C’hall, mamm vat, n’he deus ket ankouaet he mibien galonek.

Ar brezel-se a voe ur brezel impalaerour ha kapitalour.

Ur Gall a rank bevañ eviti Eviti e rank ur Breizhad mervel (Botrel)

200 000 Breizhad lazhet GANT Bro-C’hall ha n’eo ket EVIT Bro-C’hall.

Ar miliadoù a anvioù skrivet gant lizherennoù alaouret a weler war bezioù-meur hor c’hêrioù ha kêriadennoù eo arabat dimp o ankouaat. Hor re eo, anvioù hon tud lazhet gant ur brezel na selle ket oute.

Devezh an 11 a viz Du breizhek a dle talvezout dimp da gondaoniñ ar brezel gall ha kapitalour-se ha war un dro degas da soñj n’eus ket bet lazhet 200 000 Breizhad evit Bro-C’hall met gant Bro-C’hall. Ha lezel a raimp pelloc’h hon enebourien da implijout hor re varv evit meuliñ Bro-C’hall ?

Evidomp-ni Bretoned zo bet eus an trec’h-se 200 000 ac’hanomp bet lazhet war urzh ar gouarnamant gall.

Ober harozed anezhe ne goust ket ker pa ne ouient ket perak e rankent kuitaat o familhoù, o bro, da vont da vreinañ e Verdun pe er Somme. Ha kement-se peogwir ne ouie ket an darn vrasañ anezhe tamm Galleg ebet, a-raok mont d’an talbenn !

Ar Brezel Bras a voe ivez an dra-mañ. Hon pobl gallekaet. Goude ar brezel e teuas da wir ar pezh na oa ket deuet a-benn c’hoazh kelenn ret Jules Ferry a-raok 14. 14-18 eo ar c’houlz ma voe ar muiañ a vrezhonegerien ha ma krogas o niver da vont war gil. Enoriñ hon tud lazhet gant ar brezel impalaerour, kapitalour ha gall-se zo komz o yezh, hon yezh, ar Brezhoneg. Komz, lenn, skrivañ, deskiñ ha stourm evit ar Brezhoneg.

Hervez youl ar soudarded distroet eus an euzhadeg eo al lid-mañ ul lid nann-milourel, hep unwiskoù hag hep armoù, a-benn enoriñ ar peoc’h. N’eo ket peoc’h ar vandennad faskourien Chirac, Villepin, Sarkozy, diskennidi milourien impalaerour gall hag alamant kiriek da lazhadeg 10 milion a beizanted ha micherourien. Hirie e lazhont ar frankizoù hag e reont brezel d’ar re baour. "

Evit Breizh Dazont

Dominig JOLIVED