-- Environnement --
Publié le 15/04/21 19:05 -- mis à jour le 15/04/21 19:05
Setu bodet e Landaul d'ar yaou 15 a viz Ebrel 300 a dud evit souten stourm paotr Riguidel, brudet ha karet e Breizh ha pelloc'h c'hoazh !
15 000 euro roet gant Orañj da berc'henn an dachenn bep bloaz evit gallout staliañ bremaik ar wern 35 metrad uhelder war e dachenn, evit kaout ar 5G. E bro Suis eo ar feur kalz izeloc'h evit gwagennoù elektro-magnetek : (0.21 pa vez 10 evit bro C'hall), unan eus ar feur uhelañ er bed... Evel evit feur ur bern traoù all (ammoniak, glifozat, radioaktivelezh an aer hag ar boued, hag all...) eo memes mod, degemer mat e bro Frañs evit ho yec'hed hag ho pugale.
Ha galvet al leon kozh mediaoù tro dro dezhañ : aze e oa Tebeo,Frañs 3, Trigone... Dibabet oa bet gantañ ober un harz-debriñ, kroget dilun paseet, da 80 vloaz...
Kar goût a ra an den pegen pouezus eo brudañ ha broudañ ar stourm. Ne blij ket an harz-debriñ d'an dud e penn ar raktres 5G, ne blij ket an trouz dezho : penaos diskoulm un dra ne c'hell ket maerez ar gumun, hag he doa kinniget daou lec'h all evit ar wern, diskoulm gant Orañj pa teu an urzhioù eus Paris... ?
" E pelec'h emañ an demokratelezh lec'hel ? ", emezi e mikro ar garavanenn dirak an 300 den deuet da skoazell ar stourmer.
- Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm par Kerne Multimedia le 24/04/2022
- 7vet haiskrivmeurzh : evit lidañ mizvezh ar varzhoniezh hag ar brezhoneg par Tvbro kemperle le 27/02/2022
- An druizh a zo aet da Baradoz ar Gelted par Kerne Multimédia le 28/01/2022
- Ur vuhez gouestlet d'ar stourm sevenadurel evit yezhoù ar bed : Per Denez par Kerne Multimédia le 29/07/2021
- Super Jean-Jean : ur sonenn a lâr muioc'h eget ma soñjer par Kerne Multimédia le 22/06/2021
- "Ur stourmer e oan, tra ken" par Kerne Multimédia le 12/06/2021
- Echu eo an harz debriñ gant Eugene Riguidel par Kerne Multimédia le 21/04/2021
- Eugene Riguidel : start e vo bout trec'h gant Orañj ! par Kerne Multimédia le 17/04/2021