- Communiqué de presse -
Evit ar c'hentañ gwech war Internet : abadennoù tabut ha dudi e brezhoneg skignet war eeun
D'an 18 a viz Kerzu e vo skignet WebNoz, an abadenn gentañ e brezhoneg war eeun war Internet. Evit ar wech kentañ e vo moaien d'an internataerien a oa brezhoneg d'ober goulennoù d'an dud pedet en abadenn, ha da lavarout o soñj war eeun. Adskignet e vo an abadenn
Par Lionel Buannic pour Breizhoweb le 4/12/06 23:55

D'an 18 a viz Kerzu e vo skignet WebNoz, an abadenn gentañ e brezhoneg war eeun war Internet. Evit ar wech kentañ e vo moaien d'an internataerien a oa brezhoneg d'ober goulennoù d'an dud pedet en abadenn, ha da lavarout o soñj war eeun. Adskignet e vo an abadenn e-pad ur miz ha pinvikaet gant fichennoù pedagogel da sikour ar vrezhonegerien da c'houzout muioc'h diwar o yezh.

An abadenn gentañ tabut ha dudi skignet war Internet hepken eo WebNoz. Dalc'het e vo bep miz, d'an trede lun, e-touez tud a bep seurt, en ul lec'h disheñvel bewech. Kinniget e vo, en un doare talk show, tabutoù diwar kudennoù bras hor bed, amzer da zont ar brezhoneg, ha pedet e vo tud a bep seurt da zont da gaozeal. Pedet e vo kanerien ha sonerien da ganañ ha da seniñ war al leurenn. Keleier ar brezhoneg (lennegezh, pladennoù nevez…) a vo kinniget bep miz ivez.

Daou dra nevez a-bouez a vez degaset gant an abadenn-mañ :

- pedet e vo an internetaerien da gemer perzh war eeun, da lavarout o santimant, ha d'ober goulennoù d'an dud pedet. Ur moderatour a raio war o zro e-pad an abadenn.

- moaien e vo da sellet ouzh an abadenn e-pad ur miz war ul lec'hienn Internet. Kavet e vo " fichennoù pedagogel " gant danvez an abadenn e galleg berr ha berr, gerioù nevez ha troioù-lavar bet troet e galleg, da sikour ar vrezhonegerien, hag ar re yaouank er penn kentañ, da c'houzout muioc'h diwar ar brezhoneg.

An abadenn-mañ, gant ur spered nevez-flamm, a vez kenbroduet gant ar stalioù Lionel Buannic-Message et Médias ha VO Productions. Soutenet e vez gant Rannvro Breizh, kuzulioù meur ha kêrioù eus ar vro, hag embregerezhioù prevez.

Da heul an abadenn e vo krouet ul lec'hienn Internet nevez gouestlet d'ar brezhoneg.

E-barzh lise Diwan Karaez e vo dalc'het ar WebNoz gentañ d'an 18 a viz Kerzu da 8 eur 30 noz.

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1149 lectures.