-- Langues de Bretagne --
Publié le 18/09/17 11:29 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
A-raok e veze c'hoariet pezhoù c'hoari gant Barzhanoff, met muioc'h a dud a zo war ar rouedad eget e salioù.
Abaoe ar 1añ a viz Gwengolo e kinnig Barzhanoff ur stirad nevez e brezhoneg war e chadenn YouTube.
Soñj o deus tud zo, moarvat, eus « Muntr er Vro Vigoudenn », « Kig ha faltazi » pe c’hoazh « Glebajoù boemus », anezho pezhioù-c’hoari e brezhoneg sevenet ha c’hoariet gant Barzhanoff etre 2001 ha 2009. Gant ur raktres nevez e tistro ar strollad e 2017 : ur webstirad anvet “Evel Ki ha Kazh”, e brezhoneg evel-just. Cheñchet eo an doare (sketchoù filmet a zo skignet digoust war ar Genrouedad), koulz hag ar ment (abadennoù 6 munutenn, well-wazh, rannet e 6 sketch). N’eo ket cheñchet ar mod ober avat : labouret e vez a-gevret ha mestroniet eo ar raktres penn-da-benn, eus ar skrivañ betek ar skignañ. Da vicherioù nevez eo bet ret en em stummañ : ober war-dro ar c’hamera hag ar gouloù, tapout ar son, frammañ, istitlañ e brezhoneg hag e galleg, da zibab e vo. Emren eo ar skipailh a-youl-vat met tennet ez eus bet gounid eus alioù un nebeud tud a-vicher. Ur film bevaat eo ar roll-digeriñ, sevenet eo bet gant un arzour a-vicher, Gwendal Jeffredo, brezhoneger anezhañ ivez.
Poent loc’hañ ar raktres eo sketchoù savet evit ar Redadeg 2014, koulz hag ar c’hoant da dapout krog en un doare nevez da grouiñ, hag en ober e brezhoneg. Ur stern ha tudennoù a oa ret ijinañ ; graet eo bet e deroù 2015 : Kim, Padrig, Mimi, Piero, Karo ha Youn zo deuet diwar c’horre ! Degouezhioù farsus o c’houblad, o familhoù, o amezeien a vag ijin an oberourien. C’hoariet e vezont gant aktored amatour eus Roazhon.
Setu neuze skipailh Barzhanoff, eus Roazhon, o leurenniañ istorioù berr, istor buhez pemdez tud etre 30 ha 50 vloaz, un doare "Ken Tuch" evit ar re gour ! Ur benveg dreist evit ar c'hentelioù noz, son propig ha startijenn gant an aktourien.
- Faltazi festival : filmoù e brezhoneg, ha filmoù produet e Breizh par Kerne Multimédia le 17/07/2020
- Barzhoniezh ha kleweled : Haruto hag Akina par Kerne Multimédia le 30/04/2020
- Programet e oa ar Bikez evit Festival Faltazi Kemper par Kerne Multimédia le 27/04/2020
- Ar Voest, film diwar ar brezel en Oriant par Kerne Multimédia le 23/04/2020
- Ur film dreistordinal hag ul labour brav kaset da benn gant skipailh an eilvouezherien par Kerne Multimédia le 31/12/2017
- Internet ha kleweled : ur chañs evit ar brezhoneg ? par Kerne Multimédia le 04/12/2017
- Fent du Herr One par Kerne Multimédia le 29/11/2017
- Fransez Favereau : e stourm war bep tachenn par Kerne Multimédia le 13/11/2017
- Rann 7 : echu gant an tri aroz, ha gwashoc'h c'hoazh evit unan anezho par Kerne Multimédia le 11/11/2017
- Pedervet rann "Fin ar bed" : an tri war un hent fall par Kerne Multimédia le 23/10/2017
- Fin ar bed, un thriller e brezhoneg par Kerne Multimédia le 12/09/2017
- Tornaod, danevell Jef Philippe, sujed ur film berr par Kerne Multimédia le 06/09/2017
- Bali Breizh an hañv : fentus ha skañv par Kerne Multimédia le 19/08/2017
- Sinema evit 300 skolajiad ha lisead, graet ganto par Kerne Multimédia le 24/05/2017
- Erminigoù 2017 : An Erminig Aour gant Gwened ha Karaez ! par Kerne Multimédia le 23/05/2017
Vos commentaires :