E-keñver ar vanifestadeg a vo e Kemper d'ar Sadorn 31 a viz Meurzh 2012 war ar yezhoù rannvro, an Ajañs Sevenadurel Breizhek aoz un dreuzdougenn e c'harr-boutin etre Sant-Ervlan – Savenneg ha Kemper mont-dont.

E-keñver ar vanifestadeg a vo e Kemper d'ar Sadorn 31 a viz Meurzh 2012 war ar yezhoù rannvro, an Ajañs Sevenadurel Breizhek aoz un dreuzdougenn e c'harr-boutin etre Sant-Ervlan – Savenneg – Kemper mont-dont. Roll an devezh : — Loc'hañ da 9 e 30 eus an arsav Tramgarr François Mitterrand (Arsav-dibenn linenn 1) e Sant-Ervlan. — Ehan e Savenneg da 10 e, emgav war parklec'h Hyper U, e-kichenn ar stal dre losk. — Erru e Kemper da 1 e : grog a ra ar manifestateg da 2 e — Distro da 8 e noz eus Kemper, ehan e Savenneg da 11 e noz hag erru e Sant-Ervlan da 11 e 30. Emgav 15 munutenn araok pep loc'hadur.
Evit ar veaj, ur c'harr-boutin 60 flas 'vo. Miret 'vez ar plasoù d'an Ajañs Sevenadurel Breizhek, 18 € dre zen, unpriz, da baeañ en-araok
Titouroù : 02 51 84 16 07 — acbml@free.fr — 24 Kae ar Foz e Naoned. Evit kaout muioc'h a ditouroù war an devezh, kit war al lec'hiennoù-se : www.languesregionales.org ha www.deompdei-kemper2012.org