Poltred an daelourien eus an eil kelc'hiad daelek (2019-2022). Mankout a ra pevar anezho.
Poltred an daelourien eus an eil kelc'hiad daelek (2019-2022). Mankout a ra pevar anezho. © Domaine public

7vet Dalc'h an Dael a zo c'hoarvezet e Gouhere 2020.

Evit e 7vet Dalc’h o doa emgav an daelourien er beurevezh, disadorn 25 Gouhere 2020 e Gwened, dirak kastell an Ermin, a voe ergentaou sez Dael Meur Breizh, a-benn kemer poltred kefridiel an eil kelc’hiad daelek (2019-2022).

A gleiz da zehou : Eric de Gaudemont, Tepod Erkelens, Marc Kervella, Yann-Varc'h Furon, Philippe Romillat, Thierry Le Goff & Daniel Jacquet.

Evit diskouez o stagidigezh ouzh gwiriondedoù istorel o tegas da soñj da Bobl Vreizh ez eo Breujoù Breizh e Roazhon ul lezvarn nemetken, pe Dael Lezvarnel, ha n’eo ket un Dael Meur ma vez tabutet al lezennoù. E-se e oa mat mont da Wened.

Pa hañval deomp bezañ deuet fall-put gervel d’ar mesenerezh embregerezhoù breton evit reiñ tu da virdi an Arzoù Kaer a Roazhon a-benn prenañ un delwennig Loeiz XIV o tronañ war e varc’h – dezhi ar priz uvel a 2,37 M€ (ha Loeiz XIV ne oa ket ar roue Bro-C’hall-se a zreistkementas an taosoù evit paeañ frejoù brezel, ha gwashoc’h zo, a gasas e Zragoned da vougañ ar Bonedoù Ruz, o krougañ tud e-leizh hag o tegas sponterezhioù dizanv (sk : bugale rostet er ber) ?

P’emañ tud vrudet ‘zo o c’hervel evit ma vije tennet delwennoù ‘zo oc’h aroueziñ hiziv mennozhioù politikel dizereat (sk : delwenn Colbert, aozer ar C’hod Du, dirak ar Vodadenn Vroadel Gall), e vefe reizhwiriek-meurbet evidomp-ni Bretoned diverkañ tizh-mat diwar hon holl blasennoù, straedoù pe savadurioù-skol anvioù evel hini Gambetta, Ministr ar brezel a argarzhe ar Vretoned ha krouet gantañ arme Breizh evit difenn Pariz kelc’hiet gant ar Brusianed (1870-1871) hag a gavas reizh lezel anezho da vreinañ e kamp Konli, pa ‘z eas un darn all d’en em gannañ gant armoù re gozh hep boledoù.

P’emañ hon iliz-veur Sant-Pêr-Sant-Paol e keoded duged Breizh o paouez bezañ tangwallet gant un den a-youl-vat en deus profitet eus diaket ar galloudoù foran deuet-fall pa dlefe un hevelep perlez istorel hag arouezus bezañ diwallet gwelloc’h, ha ne vefe poent en em gemer e karg hon-unan ha goulenn groñs ar giriegezh leun a zo dav evit ober war-dro hor glad sevenadurel a-bezh ?

Ne c’heller ket asantiñ ken en em lezel da vezañ abuzet pelloc’h amzer gant Pariz o kenderc’hel da fiziañ enni diwallerezh ha mirerezh hor madoù priziusañ ! Hor bezet soñj, adkavet eo bet relegoù Anna Vreizh a oa bet laeret e Mirdi Dobrée met ne ziverko ket ar c’hudennoù mantrus a surentez amañ ivez, hag ouzhpenn, un nebeut pezhioù dibar bet laeret d’an deiz-se a zo chomet digavet…

Arabat gortoz eus hor perzh, daelourien vreton, e kemerfemp ar pleg da vezañ suj da nep piv bennak a ziskouezfe ur c’hrontroll peurbad war madoù ha tud a zo estren rik dezhañ, e-maez pep lezenn, o sevel taosoù, hogen divarrek da reiñ diwallerezh d’hor madoù (83% eus hon taosoù a chom e Pariz ) !

E derou an endervezh, e c’hoarvezas disadorn ar 7vet Dalc’h daelek a voe votet en e gerzh, etre re all, Barnadenn krouer ar C’hevrennoù, Barnadenn Reoliadur dediet d’ar mont en-dro anezho ha Karta ar C’hevrennoù ; e gerioù all : lañset eo ar C’hevrennoù ent-kefrediel ! Ne chom nemet d’an dilennourien krouiñ o c’hevrennoù gefridiel oc’h en em zisklêriañ ouzh Burev Kevredel ar C’hevrennoù.

Antronoz, ul lid a zo bet e koun drouziwezh Sant-Albin-an-Hiliber (28 Gouhere 1488) a voulc’has diwezh dizalc’hiezh Breizh ha frankizoù ur bobl en he fezh. Muioc’h eget pemp kantved diwezhatoc’h, e vev Breizh bepred en hor c’halonoù en desped d’un trevadennerezh hiraet ; ar gwir etrevroadel avat a embann lorc’hus e c’hell ur bobl adkavout he emveliegezh ha dizalc’hiezh, n’eus nemet da bobl Vreizh bezañ emskiantek anezhi eviti da hunvreal en ur frankiz adkavet.

Dael Meur Breizh a c’hortoz neuze e trofe an holl Vretoned a-du gantañ hag ez afent da sevel o c’hevrennoù evit diazezañ un erv don a c’houlennoù breton da c’hourlakaat d’ar stad c’hall un anaoudegezh fraezh ha sklaer eus Hor Broad, he fobl hag he gwirioù diazez a zo nac’het deomp evel Pobl henvroat sujet e-maez pep lezenn dre feur-emglev toull lesanvet a « unanidigezh » a 1532.

UNANET EVIT BREIZH !

Dael Breizh

Le Parlement de Bretagne est une initiative citoyenne de Bretons qui ont décidé de ne pas attendre la réunification et l'indépendance de la Bretagne pour constituer un corps législatif breton sur toute la Bretagne historique et sa diaspora, capable un jour de passer des lois, de formuler une constitution et des résolutions concrètes face aux problèmes bretons.

Ce parlement n'a pour le moment aucune base institutionnelle, ni aucun pouvoir de légiférer. Il peut voter des lois mais il n'existe pas encore d'éxécutif pour les promulguer.

Les premières élections furent organisées en décembre 2016 par l'association KAD,Kelc'h An Dael ( http://www.parlementdebretagne.org/ ). Cette structure siège tous les mois depuis janvier 2017, à raison d'une séance parlementaire mensuelle et nomade. L En savoir plus