Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Euroskol, Barzhaz Breizh ar Yaouankiz, hag e 2018 ?
Pegen bihan e seblant bout ur skol Diwan pa vez gwelet anezhi… Met pa vez bodet an holl, pe lod anezhe, aze e vez gwelet un nerzh divent, ur c'hoant da vont pelloc'h, bugale laouen da welout ar re all o vrezhonegiñ, ha raktresoù da gas a-hed ar bloaz, gant ar vugale, ar gerent, ar gelennerien all...
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 5/09/17 9:55
:
Réalisation :

Pegen bihan e seblant bout ur skol Diwan pa vez gwelet anezhi… Met pa vez bodet an holl, pe lod anezhe, aze e vez gwelet un nerzh divent, ur c'hoant da vont pelloc'h, bugale laouen da welout ar re all o vrezhonegiñ, ha raktresoù da gas a-hed ar bloaz, gant ar vugale, ar gerent, ar gelennerien all...

Euroskol

Evit lidañ dek vloavezh ar rouedad skolioù Diwan e oa bet lidet war an ton bras e Brest e 1988 gant ur c'haner mil vrudet : Johnny Clegg o kanañ « Asimbonaga », ur mor a dud a oa deuet d'ar Penfeld evit selaou anezhañ hag an holl skolioù Diwan. Ur pezh c'hoari, « Ma c'helljen-me kanañ laouen » a oa bet c'hoariet, setu testeni Phil al Lay :

" Ne vo ket lakaet bewech beaj Maelduina, n'eus ket tu mont ken pell bewech, met evit Kervarker 'oa bet graet ar memes tra. Se a oa ul lusk ' benn ar fin, aze e oa ur pezh mell raktres, ar skol hag ar skolaerien o doa da raktresañ an dra-se e pad ur miz da nebeutañ, hag e oa rediet ober brav, en em ziskouez ha tout, an dra-se a rae memestra, ha benn ar fin, e oa ur sikour da vat evit ar skolaerien peogwir e roe dezho ur pal, ur pal dermenet". (Phil Le Lay).

Barzhaz Breizh ar Yaouankiz

Ur pezh mell raktres c'hoariva zo bet kaset div wech gant skipailh Goulc'han Kervella : leurenniñ ar Barzaz Breizh e Maner Kernod e miz Mae 1995. Bugale ampart, gwisket brav evit c'hoari markiz Pontkalleg, bosenn Ellian, Meurlarjez Banaleg… Siwazh e oa bet taolioù kurun ha glav da nav eur noz met adc'hoariet e oa bet e c'hoariva kozh Montroulez gant ur sal leun-chouk ! Barzaz Breizh ar Yaouankiz a oa bet e Montroulez gant ar skolioù ivez, hag evit ar c'hentañ Redadeg, setu e sal Glenmor holl skolajidi Diwan Kemper war al leurenn (seizh klasad) o c'hoari « Nomenoe-oe », skrivet gant Jakez Riou, ha leurennet, ur wech adarre, gant Goulc'han Kervella ha strollad Ar Vro Bagan. Ha petra 'vo evit 40 vloavezh Diwan e 2017-2018 ?

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons