19100 vues

Goude ar veaj e Mec'hiko, goude ar 14vet priz kentañ e Gwengamp evit ar sant Lou, setu an Eostiged e Kemperle disadorn

Goude ar veaj e Mec'hiko, goude ar 14vet priz kentañ e Gwengamp evit ar sant Lou, setu an Eostiged e Kemperle disadorn.

Ne vez ket mui lâret piv eo ar c'helc'h brudetañ a zo e Breizh. Tud Kemper, gant meur a zañser, gant meur a souezhadenn, war leurennoù bedel, setu neuze ur c'helc'h kozh leun a dud yaouank, oc'h ober evit an eil gwech un abadenn war ar straedoù. Deuet e oa e Rias e Molan, e kreiz kêr, leurenniet gant le Fourneau. Hag ar c'hen-rener ar Fourneau, Claude Morizur a oa bet souezhet bras pa oa bet resevet gantañ ar c'hinnig nevez ; dont da Gemperle da ginnig o abadenn nevez : Darknoz. Selaouit hag e klevoc'h, setu disadorn "Dark Noz" ba Kemperle, pa vo an noz o tostaat, evel rezon...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....