Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
Energiezh : penaos cheñch penn d'ar vazh ?
N'int ket niverus an dud a glask un hent all evit an energiezh, ken boaz omp da implij tredan o tont deus pell. Met memestra poent eo klask doareoù efedus ha marc'hadmat da broduiñ tredan tost deus an ti.
Fanny Chauffin pour ABP le 5/12/10 17:30

Deuet e oa Muriel Morvan da skolaj Diwan Kemper da ziskouez he film diwar-benn kêriadenn ekologel Silfieg. Da c'houde e oa bet displeget ganti ur bern traoù simpl, met a vez kuzhet ingal e bed ar c'helenn hag er media. 

Eus pelec'h e teu energiezh Breizh ? 7% nemetken a vez produet amañ. Kenveriañ a ra ar produiñ tredan gant nerzh nukleel gant mont en-dro ar galon. Kreizennet-spontus eo an tredan e Bro-C'hall. 

Kreizennoù nukleel (50 anezho e Bro-C'hall) a vez o produiñ 80% eus an tredan. Tamm emrenerezh ebet gant an dud, ret eo adwerzhañ da EDF an tredan produet en ti, pa vez anezhañ. An uraniom hag an eoul maen n'int ket peurbadus : un deiz bennak e vo ret deskiñ bevañ hepto. E Brenniliz, tredan a zo bet produet e-pad 25 bloaz, hag e vo saotret an endro e-pad miliadoù a vloavezhioù. Ha talvezout a ra ar boan kenderc'hel ? 

Penaos ober neuze ? « Dilojañ a ran evit mont da chom da Alamagn » eme vab Muriel Morvan. N'eo ket an diskoulm, ret eo kavout diskoulmoù amañ, zoken ma'z eo spontus an dale hon eus tapet. 

Nedeleg ? C'hoarioù plastik produet e Sina, hag e vez graet « diorren padus » eus an dra-se ? Ret eo dispign nebeutoc'h a energiezh, lakaat ur stammenn ouzhpenn pa vez yen an amzer, lazhañ ar gouloù, debriñ nebeutoc'h a gig. Hep feukiñ an dud, hep mont re vuan. 

Ur gentel ekologiezh, gant ur plac'h a foet bro (Breizh, Mali, ...) evit displegañ gant he filmoù penaos mont war-raok ha kavout diskoulmoù e Breizh...

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1127 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 1 commentaires :
Milio Latimier Le Lundi 6 décembre 2010 12:51
Titourig: ar 7% a dredan produet na glotont ket gant Breizh met gant "Rannvro Breizh": ur greizenn produiñ-tredan zo el Liger-Atlantel e Kordevez/Cordemais, a ro ur sifr disheñvel neuze (n'am eus ket soñj pehini eo siwazh!).
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons