
Strollad C'hoariva Plougin eo unan deus ar re goshañ e Breizh gant Ar Vro bagan ha Teatr Penn ar Bed. Gwelet e vez er vro div abadenn : an daou zen lent hag Ene Kargidoull, c'hoariet e miz Genver e Kerien.
Leurenniet gant Goulc'han Kervella, ur pezhig c'hoari levezonet gant lennegezh ar Grennamzer.
Debret e vez re gant an aotrou Kargidoull, ha ret eo kalonekaat anezhañ da zebriñ c'hoazh evit ma c'hellfe Satanas kaout e ene.
Un diaoulig sot ha fentus a ya da gerc'hat ene Kargidoull war an douar, met n'en deus dastumet netra nemet ur bramm ... hag e ene a zo aet d'ar Baradoz !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !