Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
En Oriant an navet prezegenn etrevroadel «Kendiviz evit al liested»

Goude Dulenn e 2000, Helsinki, Palma Mallorca,  Gorizia, Enezenn Skye, Vigo Di Fassa, Gdansk, ha Ljouwert/Leeuwarden, e vo savet an navet  «Kendiviz Evit al Liested » (Partnership For Diversity) en Oriant, asambles gant ar genstrivadeg kan e yezhoù bihan savet gant Liet International ha Festival Etrekeltiek An Oriant gant skoazell Kuzul Europa ha Kuzul Rannvro Breizh.

Tangi Louarn pour Kevre Breizh le 26/11/10 18:57

Goude Dulenn e 2000, Helsinki, Palma Mallorca,  Gorizia, Enezenn Skye, Vigo Di Fassa, Gdansk, ha Ljouwert/Leeuwarden, e vo savet an navet  «Kendiviz Evit al Liested » (Partnership For Diversity) en Oriant, e Breizh er bloaz-mañ  ar 27 a viz Du 2010, asambles gant ar genstrivadeg kan e yezhoù bihan savet gant Liet International ha Festival Etrekeltiek An Oriant gant skoazell Kuzul Europa ha Kuzul Rannvro Breizh.

 

Kenderc'hel da lakaat skiant prenet pep hini keñver ha keñver gant ar re all, ha da glask an hentoù evit gwareziñ ha kas war-raok liested ar yezhoù ha sevenadurioù a-dreuz Europa, setu pal ar c'hendiviz 2010, savet gant Kevre Breizh, kenurzhiadur  kevredigezhioù sevenadurel Breizh,  gant  skoazell Emglev Bro An Oriant ha  liammet gant rouedad EBLUL hag ar re all, dre vodañ tud ampart, dilennidi ar strollegezhioù lec'hel ha rannvroel hag an  emsaverien gevredigezhel a vez o labourat bemdez evit ma vevo o yezhoù ha sevenadurioù.

 

Dre m'eo deut da wir feur-emglevioù nevez Unvaniezh Europa e 2010, ez eo kreñvaet he reizhegezh evit ma vo doujet da binvidigezh liested he yezhoù ha sevenadurioù, diazezet war dalvoudoù an demokratelezh ha giwrioù Mab-den ha war ar palioù enskrivet e melladoù 2 ha 3 ar feur-emglevioù koulz hag e Karta ar gwirioù diazez.

 

Evit-se, gant danvez ar bloaz-mañ e fell deomp lakaat keñver-ha-keñver pennaennoù bras al liesegezh hag an doujañs gant ar fedoù hag an oberoù a vez lakaet e pleustr e stadoù disheñvel, koulz gant ar galloudoù foran hag ar gevredigezh hec'h unan, ha gwelet ar roll a c'hell c'hoari Unvaniezh Europa. Laouen e vimp d'ho tigemer.

(voir le site)

Document PDF 20686_2.pdf Navet Prezegenn Etrevroadel «Kendiviz Evit al Liested» en Oriant d'ar 27 a viz Du. Kemmenadenn . Source : Liet International ha Festival Interceltique.
Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 7 ?