En inour de Pier Guergadic, Polig Monjarret hag Yves Hellegouarc’h

-- Cultures --

Communiqué de presse de Santez Anna Gwened
Porte-parole:

Publié le 3/08/05 13:13 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Overenn-bred Festival Etrekeltieg an Oriant get an Ao. Eskob Gourves en inour de Pier Guergadic, Polig Monjarret hag Yves Hellegouarc’h.


D´ar Sul 14 a viz Eost, de zeg eur, é vo laret overenn-bred ar Festival é iliz Sant-Loeiz, é kreiz kêr An Oriant. An Ao. Eskob Gourves a vo al lidour ar blé-man hag an eil-lidour an tad Herménégilde Cadouellan, Person bras ar Géméné.

Ne vo ket ankouezhet, épad an overenn, na Pier Guergadic en deus savet ar Festival Etrekeltieg, nag e gensorted Polig Monjarret, diazéour Bodadeg ar Sonerion hag Yves Hellégouarc´h, savour Klub K an Embregezhioù eit d´ar bed arall n´es ket pell zo.

Diù baré kanerion a sekouro aveid ar hanennoù : « Kanerion ar Skorv » édan renerezh Paulette Carré, hag ur strollad kembraeg « Dowlais Choir ». Ar « Bro Gozh » a vo kanet, ged an oll, aveid achiù an overenn.


Ar sekretour Claude Jégousse

Titouroù : 06 63 55 30 39

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1293 lectures.
mailbox imprimer