En em gannañ 'mod krennamzer - 4 Munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 1466 vues
N'eus ket kalz a draoù difennet d'ober padal n'eus ket kalz a dud gloazet !
Evit ar re o deus c'hoant da vevañ an istor, setu ur sport a-feson : Ar Behourd !
Ar Behourd 'zo ur sport dic'hortoz kement ha dianav... Padal eo ur sport modern, fromus hag awenet gant ar grennamzer.
Ar pal 'zo simpl a-walc'h: O vezañ gwisket gant houarnwiskoù eo ret implij klezeier ha bouc'hili evit lakaat ar skipailh all war al leur.
Mes peseurt liammoù gant an istor e gwirionez ? Petra eo reolennoù hag istor ar sport-se ?
Ha dreist-holl, perak e plij da dud 'zo hiziv an deiz bezañ gwisket gant houarnwiskoù ha skeiñ d'ar re all gant bouc'hili ?
Nikolaz 'zo bet e darempred gant ur skipailh a Vreizh anvet "Ar Groaz Du " evit klask kompren gwell ar sport dic'hortoz-se.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !