Gervel a ra ar strollad «Ai’ta !» HAG ar gevredigezh skoazell «Mignoned Ai’ta !» da zonet niverus dirak Parlamant Breizh evit souten ur stourmer evit ar brezhoneg barnet d’an 18

Gervel a ra ar strollad « Ai'ta ! » HAG ar gevredigezh skoazell « Mignoned Ai'ta ! » da zonet niverus dirak Parlamant Breizh evit souten ur stourmer evit ar brezhoneg barnet d'an 18 a viz Du. Emvod adalek 8 e 30 mintin.

D'an 18 a viz Du e vo barnet el lez-varn galv Roazhon ur stourmer eus ar strollad Ai'ta ! tapet war greiz an deiz gant archerien o pegañ pegsunioù « E Brezhoneg » douzh ur panel-hent er vro Fouesn e Penn-ar-bed. Savet eo bet klemnn gant tri strollegezh tiriadel 'barzh an afer-mañ: Departamant Penn-ar-Bed , kumunioù Foesn ha Forest-Foenn. Gant ar goulenn digollioù, ar mizoù proseziñ hag an dell-gastiz e vo 7 500 ¤ goulennet d'ur stourmer. Displet eo ar goulennoù digollioù e-keñver an « torfed » graet hag e efedoù. Ur bouc'h ar pec'hejoù o deus c'hoant d'aber eus hor stourmer ar strollegezhioù-mañ. Ur prosez a-enep ar brezhoneg eo ivez hag a-enep ar gwir da gaout un divyezhegezh er vuhez foran.

D'an 18 A viz Du e vo aozet war un ton bras un emvod souten dirak Parlamant Breizh. Krouet eo bet ur gevredigezh skoazell « Mignoned Ai'ta ! » gant harp tud brudet.

Testeniet 'vo ivez e-kerzh ar prosez 3 fenn bras: CHRISTIAN TROADEC (Maer Karaez ha kuzulier meur), TANGI LOUARN, prezidant KEVRE BREIZH (kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù Breizh o vodañ ar c'hengevreadoù ha kevredigezhioù sevenadurel breizhek) ha JEAN OLLIVRO (skolveuriad ha douaroniezhour).