Laouen eo ar c'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg : Petra eo ar skolioù Diwan ?

Kemennadenn Laouen eo ar c\'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d\'un emvod digor d\'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg : D\'ar Yaou 18 a viz Kerzu 2008 Adalek 6 eur 30 noz Sal 2 ar greizenn liesimplij
50 m eus kreiz-kêr war hent « Park ar Soubretière » E Savenneg, 44260 Digoust ha digor d\'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar bedagogiezh divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perak krouiñ ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009 ? Ma \'z oc\'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m\'ho peus bugale, deuit d\'an emvod ! Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec\'h a-benn respont d\'ho koulennoù hag evit ober ur poent war ar raktres. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009.
Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi,-karget eus an diorren Diwan
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.
Landerne, d\'an 8 a viz Kerzu 2008