Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Bob Simon gant tud oc'h ober war dro 8 strollad c'hoariva ha 
stalioù c'hoariva er skolaj hag el lise.
Bob Simon gant tud oc'h ober war dro 8 strollad c'hoariva ha stalioù c'hoariva er skolaj hag el lise.
- Rapport -
Emvod meur ar gevredigezh C'hoariva e Kemper
Daouzeg den bodet e ti ar vro Kemper evit priziañ ar bloavezh tremenet : strolladoù nevez krouet evel Rebeldia, Mat ar jeu ha Teatr Piba a zo deuet da labourat
Par Fanny Chauffin pour ABP le 13/07/09 16:21

Daouzeg den bodet e ti ar vro Kemper evit priziañ ar bloavezh tremenet : strolladoù nevez krouet evel Rebeldia, Mat ar jeu ha Teatr Piba a zo deuet da labourat er rouedad. Labour C'hoariva kaset da benn : tro dro 800 eurvezh c'hoariva er skolioù hag er skolajoù, pezhioù nevez war ar stern gant Ar Vro Bagan met ivez gant Strollad Ploneis, C'hoarivari, strollad Kallag, strollad Kastell, C'hoari las, strollad Landi ... Stajoù a zo bet evit ar c'hoarierien e Lanniliz, e Plougerne gant 22 stajiad evit tri staj. Ar raktres poelladennoù c'hoariva kaset a-gevret gant TES a ya war raok, hag ul levr a zeuio er maez dizale gant an embannadurioù Delioù : ar c'haddie meur. 150 skolajiad a zo bet e Sant Marzin, kichen Montroulez o tont deus Lesneven, Kemper, Gwiseni, Plijidi. E Kann al loar zo bet aozet ur staj e-pad festival Kann al loar, hag e-pad staj KEAV ivez. E 2010 e vo ur festival, e Kemper evit lakaat war wel labour ar strolladoù hag ar re yaouank. Ret e vo mont war raok evit gallout c'hoari forzh pelec'h e Breizh, aozañ abadennoù evit ar vugale gant sikour ar rannvro evit an abadennoù er skolioù divyezhek, hag ivez evit sikour ar skolaerien gant buhezourien c'hoariva ampart. Evel e bro Gembre, e lec'h vez gwelet 5 strollad c'hoariva e kembraeg evit ar skolioù a ginnig dezho 5 pezh c'hoari disheñvel pep bloaz ...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons