Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
EMVOD KELAOUIÑ gant TI-EMBANN AR SKOLIOÙ BREZHONEK hag OFIS AR BREZHONEG
Da-geñver embannadur 4 skritell nevez savet evit ar vrezhonegerien yaouank, rener Ti-embann ar Skolioù Brezhonek, Jean Le Clerc de la Herverie, Olier ar Mogn rener Ofis ar Brezhoneg ha Fulup Travers e-karg eus servij termenadurezh an Ofis «TermBret », a ginnigo deoc’h disoc’hoù o c’henlabour. Goude bezañ bet kenembannet un nebeud
Par Ofis ar Brezhoneg le 3/02/05 13:55

Da-geñver embannadur 4 skritell nevez savet evit ar vrezhonegerien yaouank, rener Ti-embann ar Skolioù Brezhonek, Jean Le Clerc de la Herverie, Olier ar Mogn rener Ofis ar Brezhoneg ha Fulup Travers e-karg eus servij termenadurezh an Ofis «TermBret », a ginnigo deoc’h disoc’hoù o c’henlabour.

Goude bezañ bet kenembannet un nebeud bloavezhioù zo, un toullad skritelloù diwar-benn geriaoueg ar boued, e kaver ar wezh-mañ taolennoù leun a fent o tresañ buhez bemdez an tiegezh, gant ur c’heriaoueg aes da zeskiñ evit an holl.

Ar peder skritell-mañ a vo profet d’an dud a vo deuet. Ur skouer eo ar skritelloù-mañ eus ur c’henlabour a zlefe mont war stankaat etre TES hag Ofis ar Brezhoneg.

D’ar Gwener 4 a viz C’hwevrer 2005 da 11 eur e Klub ar Gazetennerien e Roazhon (straed Martenot)

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons