Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz : D'ar Yaou 25 a viz Meurzh 2010 Adalek 8 eur noz Ti ar « Madeleine », 11 straed Santez Anna 56000-GWENED Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod ! Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened. Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan : 02 97 47 85 92 pe 06 24 90 36 03/sonia.zaoumi@diwanbreizh.org ha diwan.breizh@wanadoo.fr