D'ar Sul 22 a viz Ebrel ez eo bet dalc'het er preti La Plancha e Saigon, an trede emvod Sul Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam. Gouestlet ez eo bet d'un diskouezadur gant Mikael Gwilhom diwar-benn an arouezioù keltiek.
Diskouezet ha displeget o zalvoudegezh ez eo bet gant Mikael ur rummad a arouezioù ken fetis evel loened, an alarc'h, ar bleiz, ar vran, an hoc'h, an erminig, ha difetis evel an triskell...
Echu an displegadur e oa deuet mare kendivizout diwar-benn ar Gouel Erwan o tont evit prientin aozadur an darvoud se. En arbennik ez eo bet divizet aozadur “Gwennili”, ar mini-lazh-kanan aozet gant izili KBBV evit displegan un nebeut a a ganouennou breizhek.
E keit se e oa aet ar vugale da zeskin penaos ober gwastell doare breizhek dindan beli Jean-Bernard Baudron, ur paotr ampart kenañ war pep tra liammet gant ar boued hag an died. Hag evit gwir lipous e oa disoc'h e labour gant ar vugale pa' n eo bet roet d'an holl perzhidi gant ar banne war dro dibenn an devezh. Ha loc'h gant ar vugale da ziskouez frouez o strivadenn.
www.kbbv-bretoninvietnam.com