Emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas e Sant-Ervlan e skol Jacqueline Auriol e 2011.

E kenlabour gant ti-kêr Sant-Ervlan hag Ofis Publik e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh al Liger-Atlantel, d'al Lun 22 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas e skol Jacqueline Auriol e 2011.

Gant an it. Marie-Pierre Laraufie-Frenoy, ensellerez an Deskadurezh Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, ensellerez an Deskadurezh Stad kentañ derez war yezh ha sevenadur Breizh, e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn.

Dalc'het e vo an emvod-se e Kreizenn sokiosevenadurel ar Bourk – Sal Breizh d'al Lun 22 a viz Du da 7 g.m. Mont-tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant an ao. Visant Roue eus an Ofis Publik ar Brezhoneg.

Pgz : 02 51 82 48 35 – Postel : visant.roue@ofis-bzh.org

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus