E kenlabour gant kumun Paoul ha Plevin hag Ofis Publik ar brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Aodoù-an-Arvor, d'ar Meurzh 30 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn

E kenlabour gant kumun Paoul ha Plevin hag Ofis Publik ar brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Aodoù-an-Arvor, d'ar Meurzh 30 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh-Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ e Kenstrollad pedagogel etrekumunel Paoul-Plevin e 2011.

Gant an it. Annick Lescrenier, Ensellerezh an Deskadurezh-Stad ha Gaëlle Le Bourdonnec, Ensellerezh an Deskadurezh-Stad 1añ derez war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc'het e vo an emvod-se er sal liezimplij Plevin d'ar Meurzh 30 a viz Du da 6 eur g.m..

Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Erwan ar C'Hoadig, Ofis Publik ar Brezhoneg

  • Pgz : 02 98 99 30 16 – Postel : erwan.koadig@ofis-bzh.org

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus