Strollad Breizh a c'hourc'hemenn Parlamant Europa evit bezañ nac'het da asantiñ emglev SWIFT, a roje ar gwir da velestradur ar Stadoù Unanet da dapout krog, evit talañ ouzh ar sponterezh
Strollad Breizh a c\'hourc\'hemenn Parlamant Europa evit bezañ nac\'het da asantiñ emglev SWIFT, a roje ar gwir da velestradur ar Stadoù Unanet da dapout krog, evit talañ ouzh ar sponterezh sañset, war titouroù-bank keodedourien Unaniezh Europa. Gant ar vouezhiadenn-mañ e wared Parlamant Europa ar gwirioù diazez hag ar vuhez prevez, ur wezh c\'hoazh.
M\'eo hollret ar c\'henober etrebroadel a-enep ar sponterezh, eo ken pouezus ha se kaout ur c\'hempouez etre ar redi a surentez hag ar frankiz unanel ; hogen, sklaer eo, ar c\'hempouez-mañ a oa en arvar gant emglev SWIFT.
Ouzhpenn-se eo laouen Strollad Breizh o welout Parlamant Europa o kadarniñ daoust da wask ar stadoù ha Kengor Europa evit lakaat an destenn-se da vezañ asantet.
Fellout a ra da Strollad Breizh degas soñj eo a-drugarez da emglev Lisbon e c\'hell Parlamant Europa kaout ur roll kontrollerezh demokratel ha reiñ e veto war un emglev etrebroadel.
Evit Strollad Breizh, ar mouezh-aotreet, Émile Granville
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !