Ar gevredigezh Emglev Bro Karaez a zo enrollet e isprefeti Kastellin, ur framm gwirion eo deuet da vezañ eta. Ha neuze n'eus netra dreistordinal aze, n'eo nemet ur gevredigezh ouzhpenn
Ar gevredigezh Emglev Bro Karaez a zo enrollet e isprefeti Kastellin, ur framm gwirion eo deuet da vezañ eta. Ha neuze n'eus netra dreistordinal aze, n'eo nemet ur gevredigezh ouzhpenn emit-hu! Ya met ar statudoù zo bet degemeret gant servijoù ar Stad padal e oant bet skrivet e brezhoneg nemetken. Gourc'hemennoù a rankomp kas eta da servijoù isprefeti Kastellin evit bezañ diskouezet bezañ digor da yezh ar vro. Ne c'hallomp nemet broudañ an holl re zo e soñj krouiñ ur gevredigezh d'ober memes mod, rak mard eo bet asantet ur wech evit unan e ranko bezañ asantet evit ar re all ivez. FK
Commentaires (1)
Ha sur oc'h ne vo ket statudoù "Emglev Bro Garaez" lakaet da netra diwezhatoc'h? Un taol er c'hleuz e vefe neuze? Posubl eo ma c'hello an tamm ober-se digor un nor ha reiñ kalon da dud zo. Koulskoude ne wellan ket penaos e c'hellfe eñ dont da vezañ ur skouerenn voutin, evit kalz a embregerezhioù vrezhonek...Dav eo d'an izili kompren ar penaos hag ar petra pa vez añv eus ne vern peseurt strollad...Tamm ha tamm e teu e vragoù da Yann. Tamm ha tamm...