Golo kentañ.
Golo kentañ.
Golo pevare.
Golo pevare.

Emgannoù Duncan Ó Hara, ur romant nevez e brezhoneg evit ar vugale hag ar re vras, ur pezh istor Breizh ar XIVvet kantved, skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais, a zo bet embannet gant Keit Vimp Bev

Emgannoù Duncan Ó Hara, ur romant nevez e brezhoneg evit ar vugale hag ar re vras, ur pezh istor Breizh ar XIVvet kantved, skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais, a zo bet embannet gant Keit Vimp Bev. Goude ur stur-levr diwar-benn « Naoned » embannet gant Yoran Embanner e 2006, ha « Ronan ar c'horrigan » e 2007 (Eil priz e Priz ar Vugale) http://keit-vimp-bev.info/ronan_br , e kinnig deomp Pierre-Emmanuel Marais un istor a vesk daveoù istorel gant ul lodenn a faltazi. Lennet 'vez hep diskregiñ ! Bloavezh 1364. Deuet eo Duncan Ó Hara da Vreizh evit adkavout e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Yann Monforzh. Ha da heul Duncan, Luigi, ur brezelour kozh ha Sineád, un hudourez yaouank... http://keit-vimp-bev.info/Pierre-Emmanuel-Marais_fr Keit Vimp Bev, pajenn diwar benn an oberer.
Keit Vimp Bev
22 Grand Rue
29520 Laz
Pgz / Tél. 02 98 26 87 12
fax 02 98 26 80 35
contact@keit-vimp-bev.info
http://keit-vimp-bev.info/