Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Embregerezhioù, strollegezhioù ha skolioù
Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig Kentelioù an Noz kentelioù brezhoneg evit an embregerezhioù hag ar strollegezhioù o deus c'hoant enaouiñ o implijidi da zeskiñ brezhoneg, met ivez evit ar
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 17/09/12 16:23

Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig Kentelioù an Noz kentelioù brezhoneg evit an embregerezhioù hag ar strollegezhioù o deus c'hoant enaouiñ o implijidi da zeskiñ brezhoneg, met ivez evit ar c'hevredigezhioù hag ar skolioù.

Evit an embregerezhioù hag ar strollegezhioù, ar c'hentelioù a vez graet e-pad an amzer dieub, da greizteiz da skouer. Ar poelgorioù embregerezh hag ar c'hevredigezhioù obererezh sokial a c'hall kemer perzh evit paeañ ar c'hentelioù-se.

Ar c'hentelioù a vez graet en un aergelc'h plijus gant ur c'helenner a-vicher. Gallout a reont bezañ un tañva d'ar yezh pe kentelioù diwar-benn ar sevenadur rannvroel. Mat eo evit an holl implijidi kurius pe digor d'ar sevenadur ha d'ar yezh, hag a vo asambles e-maez deus framm al labour.

Ar bloaz-mañ e krogo implijidi an INRA Naoned (Institut National de Recherche Agronomique) gant ar c'hentelioù brezhoneg. Ur strollad 12 den en em gavo bep sizhun a-benn mont pelloc'h gant ar yezh.

Poelgorioù embregerezh ha kevredigezhioù obererezh sokial zo a sikour o implijidi o paeañ ar c'hentelioù noz graet ganto en ur mod hiniennel.

Un nebeud kevredigezhioù a c'houlenn gant Kentelioù an Noz buheziñ stajoù brezhoneg pe kentelioù a-hed ar bloavezh. Da skouer ar gevredigezh Termaji e Fontenay-le-Comte, pe Hentoù Breizh, kevredigezh henthouarnourien an SNCF e Naoned.

Hag erfin, kinnig a ra ar gevredigezh un tañva d'ar brezhoneg e skolioù kentañ derez hag eil derez abaoe 2011. An abadennoù tañva a vez aozet gant ur c'helenner a-vicher e-kerzh an amzer "periscolaire" war ur c'helc'hiad-skol 6 sizhunvezh, war un trimiziad pe war ar bloavezh a-bezh.

M'ho peus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn ar c'hinnigoù-mañ, kit e darempred gant Kentelioù an Noz.

Hag evit ar c'hentelioù boas, kit war al lec'hienn : www.breton-nantes.org

Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons