aozerien tro-dro Nelly Fruchard, maerez Pleskob
aozerien tro-dro Nelly Fruchard, maerez Pleskob © photographe

D’an 18 a viz Mae, da vare gouel Erwan, e vo kinniget un devezh dudi e brezhoneg evit ar vugale diwar intrudu ar gevredigezh Bemdez ha kenaozet gant Bagad Melinerion

D'an 18 a viz Mae, da vare gouel Erwan, e vo kinniget un devezh dudi e brezhoneg evit ar vugale diwar intrudu ar gevredigezh Bemdez ha kenaozet gant Bagad Melinerion Gwened, ar C'hevread Gouren, Petra Neue, Emglev Bro Gwened : sonerezh, skeiñ war daboulinoù, arzoù-kaer, keginañ, gouren, c'hoarioù en diavaez... Servijet e vo ur pred hag un adverenn d'ar vugale.

Unan eus palioù pennañ lakaet d'an devezh eo kas obererezhioù en hor yezh da benn evit ar vugale e-maez ar skol pa ouzer ez eo stankoc'h-stankañ an niver a vugale skoliataet en teir hentenn zivyezhek ha dre soubidigezh.

Gallout a reomp lavaret ez eo an degouezh-se disoc'h kenlusk nerzhioù ar vro : ne vefe ket eus an devezh-se panevet tud vrokus, tud a-youl vat, skoazell Ti-Kêr Pleskob, dornwezhourien hag embregerezhioù a dalvoudegezh (Stal-Vara Steredenn ar bara ha boserezh Trewineg – An Tri Heol e Pleskob ; Ar Floc'h – Pasterezh an Oded ; La Maison d'Armorine ; Kêr Ronan ; Lancelot – Breizh Cola ; Agrilait ; Bret's ; an embannadurioù Sav-Heol ; ar stal girri ha karrdi Citroën Borgat ; Dihun ha Div Yezh).

Anat deoc'h, dont a ra splann pegen prizius eo mont a-gevret evit yaouankiz ar vro. En tu all d'ar yezh ha d'ar sevenadur, kement-mañ zo yac'h ha spletus evit sevel steuñv amzer-da-zont Breizh, an armerzh hag al labour...

Kement ha gouzout hiroc'h ha lakaat an anv kavit an titouroù amañ kevret (roll ar meuzioù war an eil pajenn).

(War al luc’hskeudenn : aozerien tro-dro Nelly Fruchard, maerez Pleskob).

Evit Bemdez,

Bertrand Deléon.

Documents liés

Bemdez

Créée en mai 1998 et basée à Vannes, Bemdez (chaque jour) a pour objectifs de :

Promouvoir la culture en Bretagne et défendre la legitimite de son développement ;

Proteger le patrimoine naturel et historique breton ;

Mettre en valeur l'intérét universel du combat pour les langues et les cultures.

Bemdez organise des concerts, des campagnes d'info., des conférences et débats, des randonnées pédagogiques, des expositions...

Cette présence a pour écho de genérer des liens efficaces entre les individus et les associations, relations indispensables pour la création culturelle. Dynamiser et créer sont nos maitres-mots, le tout "sans se prendre la tête" !