Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Embannet statudoù Bretoned Sant-Gwilherm e divyezhek!
KEMENNADENN Pariz - Anavezet eo bet dre embannadur war Gazetenn Ofisiel Republik Frañs, personelezh-hervez-al-lezenn Bretoned Sant-Gwilherm, strollad ar vreizhiz e SciencesPo, d'an 8 a-viz Genver tremenet, en un doare ofisiel, goude
Bretoned Sant-Gwilherm pour Bretoned Sant Gwilherm - Les Bretons de SciencesPo. le 18/01/11 12:12

KEMENNADENN

Pariz - Anavezet eo bet dre embannadur war Gazetenn Ofisiel Republik Frañs, personelezh-hervez-al-lezenn Bretoned Sant-Gwilherm, strollad ar vreizhiz e SciencesPo, d'an 8 a-viz Genver tremenet, en un doare ofisiel, goude trubuilhoù gant ar Prefeti Polis.

Kavout a rae d'ar strollad e oa direizh e vefe dibosupl d'ar Prefeti degemer ar statudoù divyezhek, gant ma 'z eo liested yezhoniel pobl Bro C'Hall perzh eus ar glad.

War alioù tud a-vicher (Kuzulierien-Stad hag ar Prokulor-dileuriet en o zouez), en deus ar strollad difennet ar poent-mañ dirak Prefed Polis Pariz : asantet eo bet da Bretoned Sant-Gwilherm ar gwir da embann he statudoù e brezhoneg hag e galleg. An diviz da anavezhout ur gevrat divyezhek a zo un araokadenn pouezus evit gwirioù brezhonegerien Bro-C'Hall. Posubl e vo bremañ d'ar Strollad kemer ur perzh oberiant e rouedad kevredigezhel he Skol.

C'Hoant a zo gant ar gevredigezh da reiñ, d'an hini a c'houlenno, istor an darvoudoù gant dileuriad ar Stad, c'hoarvezet evit anavezidigezh Bretoned Sant-Gwilherm.

Kevredigezh Bretoned Sant-Gwilherm a drugareka an holl-re o deus sikouret pe aliet anezhi e-pad an tri miz hir ha doanius-mañ, ha dreist-holl e-maez mogerioù SciencesPo.

Pariz,

D'ar gwener 14 a-viz Genver 2011,

Burev Bretoned Sant-Gwilherm,

Guillaume Auffret, Tugdual Le Lay, Meven Barillot, Jérôme Abbassene, François Charlottin.

bretons.sciencespo [at] gmail.com

Bretoned Sant-Gwilherm

Institut d'études politiques de Paris

27 rue Saint Guillaume

75 007 Paris.

Document PDF 21034_2.pdf Kemenadenn Ofisiel. Source : Bretoned Sant-Gwilherm
Cet article a fait l'objet de 1061 lectures.
Vos 1 commentaires :
Cédric Choplin Le Jeudi 20 janvier 2011 15:18
Gourc'hemennoù deoc'h tudoù !
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons