Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 34
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 34 bloaz : D'ar Merc'her 19 a viz Here 2011 Adalek 6 eur 30 noz « La Loge » (war hent Ploveren, e-kichen an ti-post) 56890-PLESKOB Digoust ha digor d'an hollPetra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod ! Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Pleskop evit klokaat kinnig Diwan er Mor-bihan. 7 skol hag ur skolaj (e Gwened) a vez staliet en departamant betek-hen.
Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi 06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69 sonia.zaoumi@diwanbreizh.org
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !